Silvidigezh
Neuz

Ar silvidigezh (pe salvidigezh, salvedigezh) eo ar stad a vezañ salvet pe gwarezet diouzh an droug pe ur stad fall. Er relijion hag en doueoniezh e talvez ar silvidigezh dre vras da zieubidigezh an ene diouzh ar pec'hed hag e heuliadoù.[1],[2] Anvet eo ar studi akademek war ar silvidigezh soteriologiezh.
Ur gredenn eus an doueoniezh katolik eo ar purgator. Ur stad etre tremen eo goude ar marv korfel evit glanaat un ene a-raok mont e-barzh an Neñv.[3] En testennoù relijiel e vez kaoz eus an neñvoù pa veze kredet e vije meur a live neñv, pep hini gant un neuz dezhañ. En Henamzer e veze kaoz eus ar seiz neñv, ar re gentañ evit ar veteorennoù (heol, loar, koumoul, stered...) hag ar re all evit ar boudoù doueel.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Salvation, Oxford English Dictionary (2nd ed.). Oxford University Press. 1989.
- ↑ (en) salvation – religion. Encyclopædia Britannica
- ↑ (en) Purgatory, Oxford English Dictionary