Prosez lu
Neuz
prosez lu
| Iskevrennad eus | prosez foran, abadenn |
|---|---|
| Dezverket dre an ezvezañs a | presumption of innocence |
| A implij | kangaroo court |
Prosez lu a vez graet eus ur prosez foran lec'h ma 'z eo divizet en a-raok mar deo kablus pe diglablus an hini tamallet. Pal ur prosez evel-se a zo da sevel un abadenn foran eus an tamalladur hag ar varn, evit ober ur skouer ha lakaat an dud all da ziwall na pa vefent disivouderien pe treuzkrederien.
Ar prosezioù lu a zo muioc'h reoù paedigezh evit na vezont reoù reizhañ, ha mennet int gant ur pal propaganda.[1] Pa vezont prosezioù a-enep hiniennoù, ar re-se a zo prosezioù gwask politikel.
Un doare damheñvel a vez ar prosezioù graet "kangaroo court" anezho.