Mont d’an endalc’had

M270 Multiple Launch Rocket System

Eus Wikipedia
M270 Multiple Launch Rocket System
doare kanolierezh
Iskevrennad eusbanner-roketennoù lies Kemmañ
BrezelBrezel ar Pleg-mor, Brezel Afghanistan (2001-2021), Brezel Irak, aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
SaverLockheed Martin, Diehl Defence Kemmañ
MunisionM26 rocket, Guided MLRS, MGM-140 ATACMS, Precision Strike Missile Kemmañ
Treset gantVought Kemmañ
Lakaet er servij31 Meu 1983 Kemmañ

An M270 Multiple Launch Rocket System (M270 MLRS) zo ur c'harbed stourm hobregonet emlusk banner-roketennoù lies stadunanat.

Ar stumm M270 eus an US Army a implij stern ar c'harbed stourm Bradley. Ar c'hentañ M270 a oa bet dafaret e 1983, hag implijet diouzhtu gant meur a ezel eus an AFNA hag armeoù zo er-maez eus an aozadur. Implijet eo bet er stourm evit ar wech kentañ gant Stadoù-Unanet Amerika e-kerzh Brezel ar Pleg-mor e 1991. Meur a wech eo bet gwellaet abaoe e grouidigezh, evel an tu da dennañ misiloù sturiet. An M270 eus ar Rouantelezh-Unanet a zo bet implijet e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia.[1]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]