Landeda
Neuz
	
	
| Landeda | ||
|---|---|---|
|   Landeda gwelet eus un nijerez. | ||
|   | ||
| Anv gallek (ofisiel) | Landéda | |
| Bro istorel | Bro-Leon | |
| Melestradurezh | ||
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Brest | |
| Kanton | Lanniliz (betek 2015) Plabenneg (abaoe 2015) | |
| Kod kumun | 29101 | |
| Kod post | 29870 | |
| Maer Amzer gefridi | David Kerlan 2023-2026 | |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-k. Plabenneg hag an Aberioù | |
| Bro velestradurel | Bro Brest | |
| Lec'hienn Web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 3 695 ann. (2022)[1] | |
| Stankter | 337 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Daveennoù lec'hiañ | ||
| Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 57 m | |
| Gorread | 10,98 km² | |
| kemmañ  | ||
Landeda (distaget [lãnˈdeːda]) zo ur gumun eus arvor Bro-Leon, etre an Aber Benniged hag an Aber-Ac'h. Ur rann eo eus Bro an Aberioù, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Laniz-Teda pe Laniz-Deda a reer eus tud Landeda[2].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 
			
			Aber-Ac'h ha traezhenn.
- 
			
			An Aod Wenn.
- Etre an Aber-Ac'h hag an Aber Benniged ha war ribl Mor Breizh, emañ Landeda.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bernard Tanguy ː Landeda, c. 1330[3]
- Erwan Vallerie ː Landeda, c. 1330, 1516[4]
- Gerdarzh ː Teda, anv den diasur
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]|   | 
 | 
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Parrez Landeda a oa ul lodenn eus arc'hdiagon Kemened-Ili, en eskopti Leon, dindan anv sant Kongar.
- 1790: savet ar gumun.
- Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Pierre Kerboul e anv, hag ar c'hure Dalabardon[6].
- 1822 : unvanet ouzh kumun Broenou.
- 1829 : enbarzhet Broenou.
- Mervel a reas 84 gwaz ag ar gumun, da lavaret eo 3,77% eus he foblañs e 1911,abalamour d'ar brezel[7].
- Mervel a reas 39 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bezioù ragistorel war enez Gegnog (eus fin ar Paleolitik betek ar Grennamzer).
- Kreñvlec'h Sezon (1694), savet war ur c'hreñvlec'h roman.
- 
			
			Tour an iliz.
- Iliz katolik Sant Kongar (XVIIIvet kantved).
- Chapel Santez Varc'harid' (1852).
- Chapel Tromeneg.
- Chapel Broennou (XIXvet kantved).
- Un abati kozh, abati Itron-Varia an Aelez pe kouent Bae an Aelez (1507).
- Feunteun Sant Anton (XVIvet kantved).
- Kroazioù niverus eus ar grennamzer[10].
- an Arouezva (1861).
- Kal an Amerikaned, kal savet e-kerzh ar c'hentañ brezel bed evit ar c'hirri-nij amerikan.
- Kreñvlec'hioù alaman niverus eus an eil brezel bed (evit difenn ouzh ar bagoù hag ouzh ar c'hirri-nij da dagañ Brest).
- An ti-kêr kozh (ar vediaoueg bremañ).
- Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun.
| Bro | Niver a soudarded | 
|---|---|
|  Kanada | 1 (Morlu) | 
| Hollad | 1 | 
Ur martolod e oa. Marvet eo e 1944, e-kerzhan Eil Brezel-bed[11] pa voe kaset e vag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24[12].
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[13].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi

Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Brezoneg er Skol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[14].
Ya d'ar Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'ar 15 a viz Du 2010 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Ti-embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aber.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar moraer Louis Bernicot[15] zo bet ganet en Aber-Ac'h (porzh-mor parrez Landeda) d'an 13 a viz Kerzu 1883. Tro ar bed a reas e-unan-penn er bloavezhioù 1936-1938 war e vag 12 metr hed. Ar pempvet merdead e oa oc'h ober tro ar bed en-digenvez.
- 1924 : Loeiz Bihanig, skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]|   | 
 | 
|   | 
 | 
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Landéda, mon village, Amicale culturelle de Landéda, dindan renerezh Jacques Michel, 1999
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Mikael Madeg, Renabl anoiou parreziou Bro-Leon, Emgleo Breiz
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ croixdesabers
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Chronologie d'avril 1944
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ (fr) Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, p. 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ En solitaire autour du monde... (fr). Kavet : 03 Mezheven 2024.
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne, levrenn 2, 1890, p. 248
 
	




