Dispac'h miz C'hwevrer
| Rann eus | Reveulzi Rusia |
|---|---|
| Anvet diwar | C'hwevrer |
| Stad | Impalaeriezh Rusia |
| E tiriad | Impalaeriezh Rusia |
| Lec'h | Sant-Petersbourg, Impalaeriezh Rusia |
| Deiziad | 1917 |
| Deiziad kregiñ | 8 Meu 1917 |
| Deiziad echuiñ | 16 Meu 1917 |
| Darvoud-alc'hwez | Nicholas II of Russia's abdication |
| Perzhiad | Impalaeriezh Rusia, Nikolaz II Rusia, Alexander Kerensky |
| Abeg pennañ | origins of the February Revolution, Brezel-bed kentañ |
| Efed | diskar Impalaeriezh Rusia |
| Has contributing factor | Devezh etrebroadel gwirioù ar merc'hed |

Graet e vez Dispac'h Rusia 1917, pe Reveulzi Rusia 1917, eus ul ldoenn eus an darvoudoù a c'hoarvezas e Rusia e-kerzh ar bloaz 1917 hag a gasas d'an traoñ ren an Tsared, e-pad Dispac'h miz C'hwevrer. An heuliadoù a oa bet Dispac'h miz Here ha savidigezh an Unvaniezh Soviedel, ur stad gouarnet gant komunisted.
Dispac'h C'hwevrer (Meurzh 1917) a oa bet un taol dispac'h tro-dro da Petrograd (hiziv Sant Petersburg), kêrbenn Rusia er mare-se. E-pad ar rouestl, izili eus ar parlamant impalaeriel (an Douma) o devoa kemeret ar galloud war ar vro. Sevel a rejont ar Gouarnamant Rusian da c'hortoz met a oa talet kreñv gant interestoù ar gapitalisted hag an noblañsoù. Pennoù al lu rusian a soñje dezho ne oa ket posubl da vougañ ar reveulzi. Bountañ a rejont war an tsar Nikolaz II evit ma rofe e zilez. Ar Soviedoù, a oa savet dreist-holl gant soudarded ha klasad micherourien ar c'hêrioù bras, o devoa laosket ar gouarnamant da c'hortoz da ren, met o terc'hel galloud war ar gouarnamant hag o kaout bezenoù armet lies. Reveulzi C'hwevrer a oa ganet e-pad kolloù ramzel milourel ar C'hentañ Brezel-bed (1914–18), o devoa lakaet al lu rusian da gouezhañ ha da emsevel a-enep ar brezel.