Assimil
Neuz

Assimil zo un ti-embann gall arbenikaet war ar c'helenn yezhoù. Savet e oa bet e 1929 gant ar Breizhad Alphonse Chérel. Berzh a reas e hentenn gentañ, L'Anglais sans peine ("Ar saozneg diboan"), embannet er memes bloaz. Diazezet eo an holl hentennoù "Sans peine" war selaou, lenn hag adlavaret frazennoù simpl bemdez. Abaoe 2010 en deus an embregerezh diorroet an e-learning[1]. E 2025 e kinnige deskiñ 52 yezh adalek 13 yezh-vammenn. E Chennevières-sur-Marne (Val-de-Marne) emañ e sez[2].
Brudet eo ar frazenn saoznek My tailor is rich abalamour ma oa hini gentañ an hentenn embannet e 1929.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An hentenn Assimil brezhoneg gentañ a voe savet gant Fañch Morvannou. Ober a rae gant an doare-skrivañ etrerannyezhel. Gwerzhet e oa gant pladennoù vinil pe kasedigoù-klevet.
- Le Breton sans peine (1975, 671 p., ISBN 2-7005-0056-3), stumm en levrenn ;
- Le Breton sans peine, levrenn gentañ (1978, 349 p., ISBN 2-7005-0078-4) hag eil levrenn (1980, 322 p., ISBN 2-7005-0079-2) ;
- Initiation au breton sans peine (1979, 185 p., ISBN 978-2700500905, adembannet e 2000)
- An eil hentenn, anvet Le breton (592 p. ISBN 978-2700503289) a zo bet skrivet gant Divi Kervella hag embannet e 2005, gant CDoù. Adembannet e oa bet e 2016 e stumm ul levr e-unan. Skrivet eo e peurunvan.
- Ul levrig gant kaozeadennoù diazez (Le breton de poche, ISBN 978-2700503081) zo bet skrivet gant Divi Kervella ivez, hag adembannet meur a wech abaoe 2001.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) GILGUY Christine, Trois questions à Yannick Chérel, président des éditions Assimil, Le Moci, 2010 (lennet d'ar 26/07/2025)
- ↑ (fr) La méthode war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 26/07/2025)