Mont d’an endalc’had

Apis mellifera

Eus Wikipedia
Apis mellifera
Gwenanenn Europa

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Hymenoptera
Kerentiad : Apidae
Genad : Apis
Anv skiantel
Apis mellifera
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Apis mellifera, anvet gwenan Europa ivez, zo ur spesad gwenan damzoñv desavet gant Mab-den evit o mel ha produioù all. Kavout anezho a c'haller war an holl gevandirioù hiziv an deiz, war-bouez en Antarktika.

28 isspesad zo d'ar spesad-mañ, ha gellet a reont holl en em speriañ etreze. Pemp strollad bras, pe lignez, a c'haller sevel evit renkañ anezho hervez o lec'h orin hag o emdroadur, a-drugarez da labourioù Friedrich Ruttner ha da zielfennadur o genom mitokondrial.

Ouzhpenn ar genom e c'haller disheñvelaat an isspesadoù an eil diouzh egile a-drugarez d'un dielfennadur biometrek eus liv ha blev o abdomen, hirder o zeod, pe d'o feuriader helmoel da skouer.

Gant un dielfennadur etologel e c'haller klask disheñvelaat anezhe ivez, en ur zerc'hel meur a elfenn e kont evel o speriusted, o harzusted ouzh ar c'hleñvedoù hag o emzalc'h.

Implij er gwenanerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re implijetañ gant gwenanerien a-vremañ eo Apis mellifera mellifera (anvet gwenan du ivez), Apis mellifera ligustica (gwenan melen pe gwenan Italia), Apis mellifera carnica (gwenan Karniola), Apis mellifera caucasica (gwenan Kaokaz) hag ar Buckfast, un hiron diorroet diwar ur c'hemmesk etre ar gwenan du ha gwenan Italia en XXvet kantved[1].

  1. (fr) La bible de l'apiculteur, Delachaux et Niestlé, 2013 (embannadur kentañ), ISBN 978-2-603-01893-4, pp. 87-92
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh porched ar Gwenanerezh