Aktour mouezh
Neuz
aktour mouezh
| Iskevrennad eus | obererezh, acting |
|---|---|
| Rann eus | Chobiz, tresadennoù-bev |
| Pleustret gant | voice actor |
Mouezhiañ a vez graet eus al labour ma vez roet mouezhioù da dudennoù hag a weler e tresadennoù-bev, e filmoù, stiradoù, faltaziadennoù radio, c'hoarioù video ha kement zo. Ar filmoù savet e yezhoù estren a c'haller reiñ dezho ivez "mouezhioù" en ur yezh all ; advouezhiañ[1] a vez graet eus al labour-se.
An dud hag a ra ar vicher-se a vez graet aktour mouezh anezho. Skouerioù tachennoù lec'h ma vez implijet aktourien mouezh zo er sinema bevaat, kement tudenn a vez klevet met ket gwelet ouzh ar skramm, avouezhiañ un oberenn (film, tresadenn-vev, abadenn skinwel, c'hoarioù video, diellfilmoù, bruderezhioù, aodiolevrioù...