Mont d’an endalc’had

Colt Python

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Colt Python
Skeudenn ar pennad Colt Python

Daou revolver Colt Python, dezhe kanolioù 6 meutad (15 cm, a-us) ha 4 meutad (10 cm, dindan)
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver daou-ober (DA)
Munisionoù .357 Magnum
Produer Colt's Manufacturing Company
Pouez ha muzulioù (stumm 4 meutad)
Mas (hep kartouchenn) 1,077 kg
Hirder 241 mm
Hirder ar c'hanol 101 mm
Perzhioù all
Endalc'h Taboulin 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Colt Python zo ur revolver kambret e .357 Magnum produet gant an embregerezh stadunanat Colt etre 1955 ha 2005 hag abaoe 2020.

Mont en-dro

Ar Colt Python a zo ur revolver daou-ober, dezhañ un daboulin 6 kartouchenn .357 Magnum. Savet eo tro-dro da framm I an embregerezh. Hirderioù kanolioù disheñvel a zo bet gwerzhet evit plijout da implijerien liesseurt (polis, siviled, sportoù tennañ) : 2,5 meutad, 3 meutad, 4 meutad, 4,25 meutad, 6 meutad pe 8 meutad. Adalek ar bloavezhioù 1970 e veze reoliet kouch pep Colt Python gant ul laser. Ar wech kentañ eo e veze graet ar reoliadur-mañ evit un arm produet a-rummad[1]. Paouez a reas Colt da broduiñ ar revolver-mañ e 2005 met adkregiñ a rejont e 2020.[2] Adalek ar bloavezh-se e voe kaset produiñ an arm a-drugarez da vekanikoù urzhiet en ur mod niverel a-benn izelaat ar c'houstoù. Simplaet e voe ar wikefre o tennañ 9 fezh diwarni[3].

Hervez tud ispisializet war an armoù evel ar Saoz Ian Vernon Hogg ez eo ar Colt Python unan eus gwellañ revolverioù an istor[4].

Implij

Abalamour d'ar Colt Python bezañ un arm koustus a-walc'h n'eo ket bet implijet kalz gant tud a-vicher war-bouez gant un nebeud servijoù polis e stadoù Colorado, Georgia ha Florida. Implijet e voe evel arm personel gant soudarded 'zo da vare Brezel Vietnam ha gant gwarded-korf kannadourien stadunanat.

Er sevenadur

  • Ar Colt Python eo arm-dorn nesañ Rick Grimes, haroz an heuliad The Walking Dead[5].
  • Ar c'haner amerikan Elvis Presley a oa un dastumer armoù a blije dezhañ ar Colt Python. Unan a brenas evit e dad-kaer, al letanant-koronal Beaulieu, pa voe anvet da vont da vrezel Vietnam[6]. Ur Colt Python engravet kaer a brofas ivez d'e ward-korf Richard Grob. Gwerzhet e voe e sav-taol e 172 500 $ e 2017 [7].

Daveennoù

  1. (en) THOMPSON Leroy, Great combat handguns: a guide to using, collecting and training with handguns, 1993, p.106
  2. (en) Python Family war lec'hienn Colt (lennet d'an 29/04/2024)
  3. DEVILARMS Éric, MÉNARD Benjamin, Colt Python 2024 «Blued», e TirMag n°27, miz Even-miz Eost 2024, pp. 34-38
  4. (en) HOGG Ian Vernon, Military small arms : 300 years of soldiers' firearms, Salamander Publishing,1994
  5. (en) Pajenn ar Colt Python war al lec'hienn The Walking Dead Wiki (lennet d'an 28/045/2024)
  6. (en) Elvis Presley check from February 1968 for a Colt Python pistol (lennet d'an 28/04/2024)
  7. (en) Lot 472 : embellished Colt Python presented by Elvis Presley war lec'hienn Rock Island Auction (lennet d'an 29/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan