Mont d’an endalc’had

Programm

Eus Wikipedia
Stumm eus an 6 Ebr 2011 da 01:17 gant WikitanvirBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-yue:電腦程式)

Un heuliad ditouroù (instruksionoù) eo ur goulev (pe programm) e c'hell un urzhiataer erounit (seveniñ) anezhe. Evelkent ne c'hell un urzhiataer nemet ober gant roadennoù daouredel (0 hag 1). Setu perak e ranker implijañ un areg gouleviñ (pe lavar stlennegel da brogrammiñ) da skrivañ en un doare lennus gant an den ha tost ouzh e lavar kedvuhez.

Troet e vez neuze ur goulev en areg ijinenn gant ur c'hempuner pe un dewezhier hervez rizh an areg implijet a-raok bezañ erounezet gant an urzhiataer. Ur restr erounezus eo e vez produet gant ur c'hempuner.

An doare da skrivañ ur goulev a zo ereet ouzh al lavar stlennegel e reer gantañ. Ma vez un areg kempunet e ranker arverañ ur c'hempuner azas outañ, ma vez un areg dewezhiet e ranker implijañ un dewezhier.

Peurvuiañ e vez ur goulev ur restr destenn rez skrivet oc'h ober gant ur c'hewerier testenn pe un embanner testenn. Restr tarzh e vez graet eus ur seurt restr.

Evit pezh a sell treuzfeurmiñ ur restr darzh e restr erounezus, sellit ouzh ar pennad areg ijinenn.