HTML
HTML (Hyper Text Markup Language) a so ur langaj informatik implijed dreist-oll ewid sevel pajennoù ewid ar World Wide Web. Ur "langaj-merkañ testennoù" eo.
An Tagoù HTML
Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vud diskouezed war ar skramm gant "tagoù" ("des balises" e galleg), da-lâred-eo instruksionoù ewid divisañ penaos e rankfe ar browser diskouez (fichañ...) ar skrid. Normalamant e tà an tagoù daou-ha-daou : un tag-komañs, hag un tag-achuiñ. An tag-komañs a lâr an instruksionoù, hag a verk komañsamant ar pennad-skrid koncerned (an "element"). Hag an tag-achuiñ a verk fin an element.
Tagoù pennañ
<html> : ewid lâred e komañs un document HTML, setu ar browser a vo da tretiñ ar pezh a tayo war é lerc'h e-gis kod HTML.
<head> : ewid merkañ talbenn un document HTML. Bez zo e-barzh ennañ titouroù pennañ diwar-benn an document, heni e-bed deusoute ne vo diskouezed direktamant.
<body> : ewid komañs "korf" un document HTML, da-lâred-eo é endalc'h, ar pezh vo diskouezed d'an implijer e-barzh prenestr ar browser.
Head
E-barzh an element <head> e vo kaved :
- <title> : titl ar bajenn, hag a vo skriwed ba barrenn-titr ar browser.
Body
E-barzh ar c'horf <body> e c'haller kavoud tagoù all, e-gis da skwer :
<h1>, <h2>,... <h6>
: an titloù deus ar seksionoù, is-seksionoù...<p>
: ewid digoriñ ur paragraf newez.<br />
: ewid chanch linenn heb chanch paragraf.<table>
: ewid krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kaved iwez<tr>
ewid beb linenn deus an daolenn, ha neuse<td>
ewid dispartïañ ar c'heloù).<div>
: ewid merkañ un division...
Evolucion
Al langaj HTML, dibaoe e oa bed ijined en 1991, a so bed gwellaed meur à wezh. An evolucion pennañ a so an XHTML, da lakaad an document HTML konform gant ar standard XML.