Marv Nahel Merzouk
Neuz
lazhadenn Nahel Merzouk
Stad | Bro-C'hall ![]() |
---|---|
Lec'h | place Nelson-Mandela ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°53′54″N 2°13′15″E ![]() |
Deiziad | 27 Mez 2023 ![]() |
Efed | dispac’h war lerc’h marv Nahel Merzouk, Kerzhadeg wenn evit Nahel ![]() |
Armament | Pistolenn ![]() |
Oberour | Florian M. ![]() |
Gouzañverien | Nahel Merzouk ![]() |

Marv Nahel Merzouk, ur c’hrennard gall hag aljerian a 17 bloaz, a zo c’hoarvezet abalamour da denn ur poliser d’ar 27 a viz Mezheven 2023 e Nanterre (Bro-C’hall).
Hervez an daou boliser a oa eno en dije ar paotr nac’het asantiñ hag e vijent bet e reizhdifenn, pezh a zo nagennet gant an daou baotr all a oa er c’harr-tan. Lakaet eo bet ar poliser, tennet gantañ an taol, dindan ensell evit lazh e-fetepañs ha bac’het da c'hortoz[1].
Reuz ez eus bet e meur a gêr e Bro-C’hall, Suis ha Belgia war-lerc’h an darvoud.
Al lodenn vrasañ eus ar mediaoù n’o deus ket embannet anv klok ar poliser. Graet eo bet gant Oise Hebdo avat, ha savet en deus Gérald Darmanin, ministr an Diabarzh, klemm a-enep ar gazetenn[2].
Daveoù
- ↑ (fr) Mort de Nahel à Nanterre : que risque le policier, qui vient d’être mis en examen ?. Ouest France (2023).
- ↑ (fr) Mort de Nahel : Gérald Darmanin saisit la justice contre "Oise Hebdo" pour la divulgation de l'identité du policier auteur du tir. France Info (Mezheven 2023).