Mont d’an endalc’had

Marv Nahel Merzouk

Eus Wikipedia
Stumm eus an 9 Gou 2023 da 08:50 gant Huñvreüs (kaozeal | degasadennoù) (boulc’het)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Marv Nahel Merzouk, ur c’hrennard gall hag aljerian a 17 bloaz, a zo c’hoarvezet abalamour da denn ur poliser d’ar 27 a viz Mezheven 2023 e Nanterre (Bro-C’hall).

Hervez an daou boliser a oa eno en dije ar paotr nac’het asantiñ hag e vijent bet e reizhdifenn, pezh a zo nagennet gant an daou baotr all a oa er c’harr-tan. Lakaet eo bet ar poliser, tennet gantañ an taol, dindan ensell evit lazh e-fetepañs ha bac’het da c'hortoz[1].

Reuz ez eus bet e meur a gêr e Bro-C’hall, Suis ha Belgia war-lerc’h an darvoud.

Al lodenn vrasañ eus ar mediaoù n’o deus ket embannet anv klok ar poliser. Graet eo bet gant Oise Hebdo avat, ha savet en deus Gérald Darmanin, ministr an Diabarzh, klemm a-enep ar gazetenn[2].

Daveoù