Roblox
Neuz

Roblox zo ur savenn sevel c'hoarioù video doare MMO. An implijerien a c'hell sevel c'hoarioù gant doareoù lies, met ivez c'hoari gant ar c'hoarioù savet gant an implijerien all. Kavet e vez c'hoarioù redadeg, FPS, hag all. E miz Eost 2019, Roblox a oa implijet gant 100 milion a implijerien bep miz. Graet eo ar savenn evit tud yaouank, krennarded ha bugale. Krouet eo bet gant David Baszucki e 2003 hag embannet e 2004 gant ar stumm Beta.