HTML
HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit Internet.
Balizennoù
Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant baizennoù [1], da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm <balizenn digeriñ>skrid da gemmañ</balizenn klozañ>
. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid Diskwel lizherennoù tev er <b>ger-mañ</b>!
a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ! ».
Balizennoù pennañ
<html>
: evit lâret e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer jubenniñ kement a zeu war he lerc'h e-giz kod HTML.<head>
: evit merkañ talbenn un teul HTML; bez' emañ ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.<body>
: evit deraouiñ korf un teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e prenestr ar merdeer.
- <head>. . .</head>
E-barzh an elfenn <head> e lakaer :
<title>
: titl ar bajenn, hag a vo skrivet e-barzh e barrenn-ditl ar merdeer.<meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
ma lavarer d'ar merdeer ez eus ur skrid skrivet en HTML er bajenn, ha ma roer urzh da ober gant ar reizhiad lizherennoù UTF-8. [2]
- <style>. . .</style>
Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), dalavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.
- <body>. . .</body>
E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :
<h1>, <h2>,... <h6>
: titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù...<p>
: evit digeriñ ur rannbennad nevez.<br>
: evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad.<table>
: evit krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kavet ivez<tr>
evit pep linenn eus an daolenn, ha neuze<td>
evit dispartiañ ar stlennoù).<div>
: evit merkañ ur rann.
Skouer
<!DOCTYPE HTML>
<html>
<head>
<meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
<title>Salud, mestr an dud !</title>
</head>
<style>
p {
color:red;
font-weight:bold;
}
<body>
<p>Salud dit, mestr an dud !</p>
</body>
</html>
a vo diskouezet war ar skramm :
- Salud dit, mestr an dud !
Emdroadur
Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML, ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML eo bet diazezet HTML war ar standard XML ; gant HTML4 a dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.