Mont d’an endalc’had

HTML

Eus Wikipedia

HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit Internet.

Balizennoù

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant baizennoù Fazi arroud : Kod digeriñ </ref> hep kod serriñ <ref>

<style>. . .</style>

Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), dalavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.

<body>. . .</body>

E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :

  • <h1>, <h2>,... <h6> : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù...
  • <p> : evit digeriñ ur rannbennad nevez.
  • <br> : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad.
  • <table> : evit krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kavet ivez <tr> evit pep linenn eus an daolenn, ha neuze <td> evit dispartiañ ar stlennoù).
  • <div>: evit merkañ ur rann.

Skouer

<!DOCTYPE HTML>
<html>
 <head>
   <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
   <title>Salud, mestr an dud !</title>
 </head>
 <style>
 p {
   color:red;
   font-weight:bold;
   }
  <body>
   <p>Salud dit, mestr an dud !</p>
  </body>
</html>

a vo diskouezet war ar skramm :

Salud dit, mestr an dud !

Emdroadur

Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML, ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML eo bet diazezet HTML war ar standard XML ; gant HTML4 a dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.