Mont d’an endalc’had

PHP

Eus Wikipedia

Ul lavar programmiñ jubennet eo PHP. Peurliesañ e vez implijet evit skrivañ programmoù peurgaset war servijerien, dreist-holl war an Internet. Ur meziant frank eo, dindan an aotre GPL, aozet gant ur gumuniezh.

Aozet eo bet da gentañ evit da vezañ emfrannet e pajennoù HTML. Peurgas a ra ar servijer HTTP (Apache, Nginx, IIS…) al linennoù PHP ha tennet e vezont eus ar bajenn web a-raok ma vez kaset d’ar merdeer.

Gallout a reer liammañ ur program PHP gant meziantoù all, evel MySQL. Deuet eo Linux, Apache, Mysql ha PHP da vezañ anavezet dindan anv LAMP.

Istor PHP

Krouet eo bet PHP e 1994 gant Rasmus Lerdorf e stumm un nebeud programmoù C a servije evit e bajenn Internet hag a c’helle produiñ furmennoù web hag enrollañ roadennoù e dataegoù. Embann a reas an doare kentañ-mañ dindan anv Personal Home Page/Forms Interpreter (PHP/FI).

E 1997 e teuas er-maez PHP 2. N’en doa Lerdorf raktres resis ebet, nag ar mennad da sevel ul lavar programmiñ nevez; neuze e kreskas PHP evel ma teue.

PHP 3 zo deuet er-maez e 1998, ul lodenn vras eus ar c’hod adskrivet gant Zeev Suraski hag Andi Gutmans, ha ster an anv cheñchet da PHP: Hypertext Preprocessor.

PHP 4, diazezet war lusker Zend 1.0, zo deuet er-maez e 2000.

PHP 5, diazezet war lusker Zend 2.0, zo deuet er-maez e 2004, gant ur stumm nevez eus ar programerezh reteret objed hag un doare gwelloc’h da eskemm gant dataegoù anvet PHP Data Objects.

Dleoat a raje PHP 6 bezañ gouest d’ober war eeun gant arouezoù Unicode, met abalamour da gudennoù n’eo ket bet embannet an doare-mañ.

PHP 7 zo deuet er-maez e 2015. Gwalc’het eo bet al lavar evit e modernaat ha lemel stummoù kozh.

Dewezhiadur ar boneg (ar c'hod) gant an dafariad

Ur restr destenn didres eo ur goulevig erounit PHP. Enderc'hel a ra ditouroù skrivet gant nodoù ASCII 7 bit ensoc'het e-barzh ur boneg HTML oc'h ober gant balizennoù spesadel (<? ha ?>) ha kadavet en dafariad. Rankout a ra ar goulev PHP bezañ un astenn .php e difin e anv evit e vefe en araez an dafariad da erounit anezhañ.

Pa vez ur merdeer (an arval) o tont da haeziñ (pe da zigeriñ) d'ur bajenn dialuskel ergrafet e PHP :

  • Anavezet e vez an astenn php gant an dafariad hag e vez treuzkaset ar restr PHP d'an dewezhier,
  • Adal ma vo an dewezhier o lenn ur valizenn e ouezo ganti e vo al linennoù da heul boneg PHP (<?), ne vo ket ken lennet an ditouroù hogen e vint erounezet gantañ.
  • Erounezet e vo neuze an ditouroù ha kaset an ec'hankadurioù c'hoarvezus d'an dafariad,
  • E dibenn ar goulevig erounit e vo kaset an disoc'h d'an arval.

Setu ur skouer :

<html>

<head><title>Skouer</title></head>

<body>

<?php

echo "Penaos 'mañ kont ?";

?>

</body>

</html>