Mont d’an endalc’had

Programm

Eus Wikipedia
Stumm eus an 4 Gou 2019 da 06:05 gant Huñvreüs (kaozeal | degasadennoù) (Huñvreüs en deus kaset ar bajenn Goulev da Program)
Tres hollek erounezadur ur goulev

Goulev a ra ar stlennegourien eus kement heuliad urzhioù a ebarzher en un urzhiataer evit ma rafe ul lodenn labour hep emell den ; gouleviñ an ardivink a reer eta.[1]

Evelkent ne c'hell un urzhiataer nemet ober gant roadennoù daouredel (0 hag 1). Setu perak e ranker implijout un areg gouleviñ - da lavarout eo ur yezh arbennik, evel HTML – da skrivañ en un doare lennus gant an den ha tost d'e lavar kedvuhez.

Peurvuiañ e vez skrivet ur goulev oc'h ober gant un embanner testenn ; dizaliet e vez ober gant ur c'hewerier testenn, en abeg da urzhioù diabarzh ar meziantoù-se.[2]
Troet e vez neuze ur goulev en areg ijinenn gant ur c'hempuner, a dro ar goulev orin (restr-darzh) en unan a vo komprenet gant an ardivink (restr ergorenn), pe gant un dewezhier, anezhañ ur goulev jubenniñ ; hervez doare (rizh) an areg implijet a-raok bezañ sevenet (erounezet) gant an urzhiataer. Ur restr sevenadus (erounezus) eo a vez produet gant ur c'hempuner.

Ereet eo an doare da skrivañ ur goulev ouzh al lavar stlennegel e reer gantañ. Mard eus un areg kempunet e ranker arverañ ur c'hempuner azas outañ ; mard eus un areg dewezhiet e ranker implijout un dewezhier.

  • Evit pezh a sell ouzh treiñ ur restr-darzh da restr erounezus, gwelit ar pennad areg ijinenn.

Notennoù

  1. Guy Étienne : Geriadur ar stlenneg, Preder, 1995, p. 352 (ISBN 978-2-9013-8314-7), ha Geriadur Ménard p. 1086.
  2. Skouerioù : un embanner testenn eo Notepad++, ur c'hewerier testenn eo Microsoft Word®.