HTML
HTML (Hyper Text Markup Language) a zo un areg implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit ar genrouedad. Ul "langaj-merkañ testennoù" eo.
An Tagoù HTML
Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant "tagoù", da lâret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskouez (fichañ...) ar skrid. Peurvuiañ e teu an tagoù daou-ha-daou: un tag-deraouiñ, hag un tag-echuiñ. An tag-deraouiñ a gemenn, hag a verk penn-kentañ ar pennad-skrid (an "elfenn"). Hag an tag-echuiñ a verk dibenn an elfenn.
Tagoù pennañ
<html>
: evit lâret e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer tretañ kement a zeuio war e lerc'h e-giz kod HTML.
<head>
: evit merkañ talbenn un teul HTML. Bez' emañ e-barzh ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.
<body>
: evit deraouiñ "korf" un teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e-barzh prenestr ar merdeer.
Head
E-barzh an elfenn <head> e vo kavet :
<title>
: titl ar bajenn, hag a vo skrivet e-barzh e barrenn-titl ar merdeer.
Body
E-barzh ar c'horf <body> e c'haller kavout tagoù all, e-giz da skouer :
<h1>, <h2>,... <h6>
: titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù...<p>
: evit digeriñ ur rannbennad nevez.<br>
: evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad.<table>
: evit krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kavet ivez<tr>
evit pep linenn eus an daolenn, ha neuze<td>
evit dispartiañ ar stlennoù).<div>
: evit merkañ ur rann...
Skouer
<!DOCTYPE HTML>
<html>
<head>
<meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
<title>Salud, mestr an dud !</title>
</head>
<body>
<p><font color="red"><b>Salud,</b></font><br /><font color="blue">mestr an dud !</font></p>
</body>
</html>
... a vo diskouezet war ar skramm :
- Salud
- mestr an dud !
Emdroadur
Al langaj HTML, abaoe ma oa bet ijinet e 1991, a zo bet gwellaet meur a wezh. An emdroadur pennañ eo an XHTML, da lakaat an teul HTML kewir gant ar standard XML.