Mont d’an endalc’had

Monty Python

Eus Wikipedia

Ur strollad fentigellerien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC.
45 rann a zo dre holl. C'hwec'h ezel a oa : Graham Chapman, John Cleese, Eric Idle, Michael Palin, Terry Jones ha Terry Gilliam. Eus Kembre eo Terry Jones hag eus ar Stadoù-Unanet eo Terry Gilliam, eus Bro-Saoz an holl izili all. Lakaet e vez fent Monty Python da skouer ar fent saoz diboell, hag ul levezon vras o deus bet war fentigellerien all er bed a-bezh.

Filmoù o deus sevenet ivez :

Goude fin an abadenn e kemeras an izili pep a hent disheñvel : aktourien vrudet eo deuet John Cleese ha Michael Palin da vezañ, ha Terry Gilliam a stagas er filmaozañ. Graham Chapman a varvas e 1989.

D'an 19 a viz Du 2013 e voe embannet gant Terry Jones e vefe adsavet ar strollad gant ar pemp ezel a zo bev c'hoazh.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.