Roderig

Roderig, pe Roderico, pe Rodrigo e spagnoleg ha portugaleg, pe Ludharīq, لذريق en arabeg, a oa roue ar Vizigoted e Spagn entre ar bloazioù 710 ha 711 pe 712. Dre an nerzh eo e kemeras ar galloud, ma voe rannet ar rouantelezh.
Trec'het ha lazhet e voe gant ar vuzulmaned en emgann Guadalete, goude trubardet gant Vizigoted enebet outañ. Brudet eo evel ar roue vizigot diwezhañ. Koulskoude n'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn
but that he ruled part of Iberia with opponents ruling the rest and was defeated and killed by invading Muslims who soon conquered most of the peninsula.
E intañvez Egilona a vije bet addimezet da Abd al-Aziz ibn Musa, a voe drouklazhet.
Skridoù istorel
Dibaot eo ar fedoù er c'hronik mozarab e 754 diwar-benn pezh a c'hoarvezas goude ren Witiza. Lenn a reer e voe kemeret ar gurunenn gant Rodrigo hag e renas ur bloaz. Skrivet splann eo e voe ur brezel diabarzh a-raok aloubadeg an Arabed hag e voe trubardet gant darn eus e soudarded. Meneg ebet avat eus Agila II, nag eus harperien Witiza o kas an taol trubardiñ, nag eus ur goulenn skoazell evit diskar Rodrigo.