Roderig
Neuz

Roderico pe Rodrigo a oa roue ar Vizigoted e Spagn entre ar bloazioù 710 ha 711. Dre an nerzh eo e kemeras ar galloud, ma voe rannet ar rouantelezh. Trec'het e voe gant ar vuzulmaned en emgann Guadalete, goude trubardet gant Vizigoted enebet outañ.
Skridoù istorel
Dibaot eo ar fedoù er c'hronik mozarab e 754 diwar-benn pezh a c'hoarvezas goude ren Witiza. Lenn a reer e voe kemeret ar gurunenn gant Rodrigo hag e renas ur bloaz. Skrivet splann eo e voe ur brezel diabarzh a-raok aloubadeg an Arabed hag e voe trubardet gant darn eus e soudarded. Meneg ebet avat eus Agila II, nag eus harperien Witiza o kas an taol trubardiñ, nag eus ur goulenn skoazell evit diskar Rodrigo.