Mont d’an endalc’had

Monty Python

Eus Wikipedia
Stumm eus an 24 Gou 2014 da 16:37 gant 82.239.89.84 (kaozeal) (Pajenn krouet gant : "Ur strollad fentigellerien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC. 45 ra...")
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Ur strollad fentigellerien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC. 45 rann a zo dre holl. C'hwec'h ezel a oa: Graham Chapman, John Cleese, Eric Idle, Michael Palin, Terry Jones ha Terry Gilliam. Eus Kembre eo Terry Jones hag eus ar Stadoù-Unanet eo Terry Gilliam, eus Bro-Saoz an holl izili all. Lakaet e vez fent Monty Python da skouer ar fent saoz diboell, hag ul levezon vras o deus bet war fentigellerien all er bed a-bezh.

Filmoù o deus sevenet ivez:

  • And now for something completely different (1971)
  • Monty Python and the Holy Grail (1975)
  • Monty Python's Life of Brian (1979)
  • Monty Python's The Meaning of Life (1983)

Goude fin an abadenn e kemeras an izili pep a hent disheñvel: aktourien vrudet eo deuet John Cleese ha Michael Palin da vezañ, ha Terry Gilliam a stagas er filmaozañ. Graham Chapman a varvas e 1989.

D'an 19 a viz Du 2013 e voe embannet gant Terry Jones e vefe adsavet ar strollad gant ar pemp ezel a zo bev c'hoazh.