Mont d’an endalc’had

Kalc'has

Eus Wikipedia
Stumm eus an 8 Du 2011 da 05:11 gant MastiBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot kemmet: hu:Kalkhasz)
Kalc'has oc'h ober war-dro aberzhiñ Ifigeneia en ur murlivadur eus Pompeii.

Kalc'has (Κάλχας / Kálkhas e henc'hresianeg), mab Testor, a oa un diouganer, bet gantañ e c'halloud a-berzh Apollon hervez mojennoù Hellaz kozh.

Eñ eo a alias Agamemnon da aberzhiñ e verc'h Ifigenia d'an doueed da gaout avel vat digante da vont da vrezeliñ da Droia.

Mojenn

Kent da arme tud Hellaz lestrañ davet troia e tiouganas e vije ezhomm eus ar brezelour meur Akilles hag e padje dek vloaz ar brezel.